Piw ? Penaoz ? Ha petra ? ur pezh-c’hoari d’ar 25 a viz Du e Gwengamp

Piv ? Penaos ? Ha petra ? a vo c’hoariet e Gwengamp d’ar Sul 25 a viz Du da 3e GM.

E C’hoariva ar Maez ar Roue/ Teatr Champ au Roy

8 euro. Digoust dindan 16 vloaz.

 

Komedienn bolis e brezhoneg penn-da-benn Krouidigezh nevez an daou strollad :
STROLLAD GWERLISKIN ha STROLLAD KALLAG.

 

Piv zo bet kad da lazhañ aotrou maer ur gêr vihan sioul deus Kreiz-Breizh ?

 

Penaos ur muntr ken spontuz, da zez ar marc’had ouzhpenn, pa oa bodet toud an dud evid enoriñ un den meur ha madelezhuz evid ar barroz ?

 

Petra zo kaoz d’ar muntr-se ? Pesort itrikoù, pesort drouksoñjoù a oa ’barzh penn ar muntrer a-benn ober un torfed ken euzhuz ?

 

Ur pezh-c’hoari fentuz ha dirollet, daoust d’an tem da vezañ siriuz.

Deoc’h-c’hwi da weled…

Ha kalz a blijadur deoc’h, mechañs, ur wech ouzhpenn !

 

Skrivet ha kempennet gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan

Leurennet gant Marie-Hélène Morvan

Sklêrijennet gant Gildas Marc

C’hoariet gant :

Michelle Allès

Sylvain Botrel

Joy Canac

Amélie Lautrou-Le Jeune

Herve Lautrou

Marie-Hélène Morvan

Martine Postic

DSCN0860

Publicités

Shakespeare e brezhoneg e Bulad ( 4 a viz Du )

Théatre avec les sonnets de Shakespeare par Strollad Kallag Deux sonnets (33 et 116), traduits en breton et mis en scène par la troupe Strollad Kallag seront joués ainsi que quelques chansons tirées des pièces de théâtre du dramaturge. Prix libre

C’hoariva gant strollad Kallag :  Div sonedenn (33 ha 116) troet e brezhoneg ha leurennet gant strollad Kallag a vo c’hoariet hag un nebeud kanaouennoù ouzhpenn, troet ivez diwar pezhioù-c’hoari Shakespeare. Priz Dieub

au c’hti kozh à Bulad 17h prix libre ( Bulat Pestivien ) le dimanche 4 novembre. Da 5e eur d’ar sul 4 a viz Du e Bulad en davarn c’hti kozh !

LNN_LANNIONSHAKESPEARE-5.JPG_jl.leroux
Festival Shakespeare à Lannion