Peseurt dazont evit ar brezhoneg ?

E 2004 e oa bet votet evit ar wech kentañ un destenn politikerezh yezh gant Kuzul Rannvro Breizh.
15 vloaz goude, sevenet ez eus bet un enklask sokioyezhoniel gant ar Rannvro. Fiziet eo bet al labour er stal TMO. Rannvro Breizh a oa ar Rannvro nemeti enni ur yezh dibar n’he doa ket urzhiet gwech ebet enklaskoù sokioyezhoniel evit anavezout stad an traoù evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Graet eo bet a-benn ar fin.
Peseurt kentel a c’hellomp tennañ evit dazont ar brezhoneg e Breizh hag e Bro Gwengamp ?
Dont a ray Fulup Jakez , rener Ofis Publik ar Brezhoneg, da Wengamp da reiñ e soñj diwar-benn ar c’hentelioù a c’heller tennañ diwar an enklask sokioyezhoniel deuet er-maez nevez zo


Gant harp sifroù ha stadegou an enklask e vo eskemmet tro-dro d’ar goulennoù se :
– E pelec’h emaomp degouezhet ? Pet den a ra gant hor yezh ? Piv int ? Pe oad int ? Pelec’h emaint o chom ? Ha warc’hoazh ? Peseurt emdroadurioù don zo e go ?
-Peseurt hent tapout evit derc’hel penn ? Peseurt binviji hor bo ezhomm evit suraat dazont hor yezh ? Peseurt azgoulennoù a rankomp dougen ?

Emgav d’ar Sadorn 9 a viz C’hwevrer da 2e GM e Ti ar Vro Gwengamp .

Publicités

Quel avenir pour la langue bretonne ?


Samedi dernier 02 février Fulup Jakez directeur de l’Office Public de la langue bretonne s’est livré à un diagnostic pour le pays de Karaez du résultat de l’enquête de la région Bretagne réalisé par TMO sur la pratique et la perception de la langue bretonne et du Gallo en Bretagne.

Etude disponible ici : https://www.bretagne.bzh/…/enquete-socio-linguistique-qui-p…

Il fera de même pour le pays de Guingamp ce samedi 09 février à 14H à TI ar Vro place du Champ au Roy à Guingamp.

Cette conférence aura lieu en breton mais sera traduite en français simultanément.

Il s’agit de tirer les enseignements sociolinguistiques de cette étude afin d’aborder ensemble les défis de demain pour transmettre, promouvoir et parler la langue bretonne.

C’est une occasion unique pour tous ceux et celles qui sont préoccupés par l’avenir de notre langue de se former et d’échanger.

Article sur la conférence de Karaez ici : https://www.letelegramme.fr/…/langue-bretonne-le-cob-a-la-l…

Evènement Facebook ici : https://www.facebook.com/events/338562180067915/

Merci de le faire savoir dans vos réseaux.

Radio Naoned e Gwengamp !

Radio Naoned e Gwengamp !

Présentation d’une projet de radio 100 % en langue bretonne à Nantes à Ti ar Vro Gwengamp !

Le 14 septembre à 19h à Ti ar Vro Guingamp / D’ar 14 a viz Gwengolo da 7e e Ti ar Vro ! 

radio naoned 2

 

Emvod kinnig raktres Radio Naoned , ur skingomz 100 % e brezhoneg e Bro Naoned adalek derou 2019.
Kinnig forañ ar raktres gant :
Loik Jade, prezidant Radio Kerne, Lou Millour ha Morgane Bramoullé, renerezed de Radio Kerne. Melaine Looten kenurzhier ha Marianne Vaidie kazetennerez .
20h00 : digor kalon evit lidañ an a-raokadenn !
Rens. melaine.radio.kerne@orange.fr

Réunion publique d’information sur l’ouverture à Nantes d’une radio 100 % en langue bretonne.
Programme de la soirée :19h présentation publique du projet de Radio Naoned 100% par :
Loik Jade, président de Radio Kerne, Lou Millour et Morgane Bramoullé, co-directrices de Radio Kerne. Melaine Looten coordinateur et Marianne Vaidie journaliste de Radio Nantes.
20h00 Apéritif offert aux participants pour fêter cette avancée historique pour la langue bretonne en Loire Atlantique.
Entrée libre.
Rens. melaine.radio.kerne@orange.fr

radio naoned 3

 

Install party e Brezhoneg !

Brezhonekait ho stlenneg! Difazier, meziantoù, c’hoarioù… A-bep seurt evit hoc’h urzhiataer hag ho poellgomzer.

Kregiñ a raio an nozvezh gant ur ginnigadenn eus ar pezh a c’haller kavout e brezhoneg war an dachenn niverel. Da c’houde e vo an nozvezh staliañ da vat ! Tud OpenStreetMap vo ganeomp evit diskouez ar raktres www.openstreetmap.bzh !
Degasit hoc’h urzhiataer, ho poellgomzer pe hoc’h alc’hwez USB evit o brezhonekaat.

Kudenn ebet ma n’hallit ket erruout d’an eur skrivet war an darvoud: degemeret e viot evit skoazellañ ac’hanoc’h a-hed an nozvezh!

« Bretonnisez » votre informatique! Correcteur orthographique, logiciels, jeux-vidéo… De tout pour votre ordinateur et votre smartphone.

La soirée commencera par une présentation de ce qui se trouve en breton dans le monde numérique. Viendra ensuite la véritable soirée d’installation! Les gens d’ OpenStreetMap seront avec nous pour vous montrer le projet www.openstreetmap.bzh !
Ramenez votre ordinateur, smartphone ou clé USB pour les « bretonniser ».

Si vous ne pouvez pas arriver à l’heure indiquée sur l’événement, pas de soucis: vous serez les bienvenus au long de la soirée!

≡ Aozerien | Organisateurs
An Drouizig
• drouizig@drouizig.org – http://www.drouizig.org/
Ti ar vro Gwengamp

gwengamp_skritell_nozvezh-stalian_a3_300dpi.jpg