Peseurt dazont evit ar brezhoneg ?

E 2004 e oa bet votet evit ar wech kentañ un destenn politikerezh yezh gant Kuzul Rannvro Breizh.
15 vloaz goude, sevenet ez eus bet un enklask sokioyezhoniel gant ar Rannvro. Fiziet eo bet al labour er stal TMO. Rannvro Breizh a oa ar Rannvro nemeti enni ur yezh dibar n’he doa ket urzhiet gwech ebet enklaskoù sokioyezhoniel evit anavezout stad an traoù evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Graet eo bet a-benn ar fin.
Peseurt kentel a c’hellomp tennañ evit dazont ar brezhoneg e Breizh hag e Bro Gwengamp ?
Dont a ray Fulup Jakez , rener Ofis Publik ar Brezhoneg, da Wengamp da reiñ e soñj diwar-benn ar c’hentelioù a c’heller tennañ diwar an enklask sokioyezhoniel deuet er-maez nevez zo


Gant harp sifroù ha stadegou an enklask e vo eskemmet tro-dro d’ar goulennoù se :
– E pelec’h emaomp degouezhet ? Pet den a ra gant hor yezh ? Piv int ? Pe oad int ? Pelec’h emaint o chom ? Ha warc’hoazh ? Peseurt emdroadurioù don zo e go ?
-Peseurt hent tapout evit derc’hel penn ? Peseurt binviji hor bo ezhomm evit suraat dazont hor yezh ? Peseurt azgoulennoù a rankomp dougen ?

Emgav d’ar Sadorn 9 a viz C’hwevrer da 2e GM e Ti ar Vro Gwengamp .

Publicités

Répondre

Entrez vos coordonnées ci-dessous ou cliquez sur une icône pour vous connecter:

Logo WordPress.com

Vous commentez à l'aide de votre compte WordPress.com. Déconnexion /  Changer )

Photo Google

Vous commentez à l'aide de votre compte Google. Déconnexion /  Changer )

Image Twitter

Vous commentez à l'aide de votre compte Twitter. Déconnexion /  Changer )

Photo Facebook

Vous commentez à l'aide de votre compte Facebook. Déconnexion /  Changer )

Connexion à %s

%d blogueurs aiment cette page :
search previous next tag category expand menu location phone mail time cart zoom edit close